-
Obererezhioù 24
- 1 Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour.
- 2 Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout:
- 3 Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec'hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d'ar vroad-mañ dre da breder.
- 4 Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ.
- 5 Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,
- 6 hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn,
- 7 met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh,
- 8 o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ.
- 9 Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se.
- 10 Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs.
- 11 Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ.
- 12 N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl,
- 13 ha ne c'hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.
- 14 Met ec'h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,
- 15 hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
- 16 Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.
- 17 Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoù ha profoù.
- 18 Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet.
- 19 Int oc'h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din.
- 20 Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin,
- 21 nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.
- 22 Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer.
- 23 Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijañ pe da zont d'e welout.
- 24 Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist.
- 25 Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro.
- 26 Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantañ.
- 27 Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.