-
Obererezhioù 6
- 1 En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C'hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.
- 2 An daouzek a c'halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N'eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioù.
- 3 Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
- 4 Met evidomp-ni, e kendalc'himp d'en em reiñ d'ar bedenn ha da servij ar Ger.
- 5 An ali-se a blijas d'an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch.
- 6 Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno.
- 7 Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
- 8 Stefan, leun a feiz hag a c'halloud, a rae burzhudoù ha mirakloù bras e-touez ar bobl.
- 9 Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan.
- 10 Ne c'helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz.
- 11 Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue.
- 12 Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc'h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d'ar sanedrin.
- 13 Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec'h santel-mañ hag a-enep al lezenn,
- 14 rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec'h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
- 15 Evel m'o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc'het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.