-
Obererezhioù 23
- 1 Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat.
- 2 Ar beleg-meur Ananiaz a c'hourc'hemennas d'ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c'henoù.
- 3 Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac'hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c'hourc'hemenn va skeiñ.
- 4 Ar re a oa tost dezhañ a lavaras: Dismegañsiñ a rez beleg-meur Doue?
- 5 Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.
- 6 Met, o c'houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d'an esperañs ha d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac'hanon.
- 7 P'en doe lavaret kement-se, e savas un dizunaniezh etre ar farizianed hag ar sadukeidi, hag ar vodadenn en em rannas.
- 8 Rak ar sadukeidi a lavar n'eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile.
- 9 Bez' e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outañ, na reomp ket a vrezel a-enep Zoue.
- 10 Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c'habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c'hourc'hemennas d'ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c'hreiz hag e gas d'ar c'hreñvlec'h.
- 11 En noz war-lerc'h, an Aotrou a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec'h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.
- 12 Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol.
- 13 Ar re o doa touet kement-se a oa anezho ouzhpenn daou-ugent.
- 14 Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoù penaos na lonkimp netra ken n'hor bo lazhet Paol.
- 15 C'hwi eta bremañ gant ar sanedrin, lavarit d'ar c'habiten e lakaat da ziskenn warc'hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec'h anavezout gant brasoc'h evezh e dra. Ha ni a zo prest d'e lazhañ a-raok ma tostaio.
- 16 Mab c'hoar Paol, o vezañ klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c'hreñvlec'h da reiñ da c'houzout da Baol.
- 17 Paol a c'halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c'habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhañ.
- 18 O vezañ e gemeret, e gasas d'ar c'habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezañ va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mañ, en deus un dra bennak da lavarout dit.
- 19 Ar c'habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c'houlennas digantañ: Petra ac'h eus da zisklêriañ din?
- 20 Respont a reas: Ar Yuzevien o deus en em glevet da c'houlenn diganit da zegas Paol warc'hoazh dirak ar sanedrin, evel ma fellfe dezho anavezout gant brasoc'h evezh e dra.
- 21 Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c'hortoz da asant.
- 22 Neuze ar c'habiten a c'hasas kuit an den yaouank, o c'hourc'hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.
- 23 Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc'hit prest daou c'hant soudard, dek marc'heger ha tri-ugent ha daou c'hant gwareger, evit mont betek Kezarea d'an deirvet eur eus an noz.
- 24 Prientit ivez loened evit lakaat Paol warno hag e gas e surentez d'ar gouarnour Feliks.
- 25 Skrivañ a reas ul lizher er c'homzoù-mañ:
- 26 Glaoda Lisiaz, d'ar gouarnour mat meurbet Feliks: Salud!
- 27 Ar Yuzevien o deve kroget en den-mañ hag a yae d'e lazhañ, pa'z on deuet gant soudarded hag em eus e dennet diganto, o vezañ gouezet e oa Roman.
- 28 O c'hoantaat anavezout an abeg eus an tamall a raent dezhañ, em eus e lakaet da ziskenn en o sanedrin.
- 29 Kavet em eus e oa tamallet war gudennoù eus o lezenn, met ne oa karget eus tra ebet a zellezfe ar marv pe ar prizon.
- 30 Evel ma'z eo bet disklêriet din ar pechoù o deus ar Yuzevien stignet dezhañ, em eus kerkent e gaset dit. Lavaret em eus d'e damallerien dont da lavarout dirazout ar pezh o deus a-enep dezhañ. Kenavo.
- 31 Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz.
- 32 An deiz war-lerc'h, o vezañ lezet ar varc'hegerien da vont gantañ, e tistrojont d'ar c'hreñvlec'h.
- 33 O vezañ erruet e Kezarea, e rojont al lizher d'ar gouarnour hag e lakajont ivez Paol dirazañ.
- 34 Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c'houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia,
- 35 e lavaras dezhañ: Me a glevo ac'hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c'hourc'hemennas ma vije dalc'het e pretordi Herodez.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.