-
Obererezhioù 3
- 1 Pêr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.
- 2 Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
- 3 O welout Pêr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen.
- 4 Pêr, o virout e zaoulagad paret warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp!
- 5 Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto.
- 6 Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!
- 7 O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.
- 8 O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliñ Doue.
- 9 An holl bobl a welas anezhañ o kerzhout hag o veuliñ Doue.
- 10 Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ.
- 11 Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.
- 12 Pêr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?
- 13 Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
- 14 Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer.
- 15 Lakaet hoc'h eus d'ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
- 16 Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d'an den-mañ ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl.
- 17 Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.
- 18 Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoù e holl brofeded, penaos e tlee ar C'hrist gouzañv poan.
- 19 Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
- 20 ha ma kaso an hini a zo bet disklêriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist,
- 21 a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.
- 22 Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoù: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhañ e kement a lavaro deoc'h,
- 23 ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.
- 24 An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioù-mañ.
- 25 C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
- 26 Evidoc'h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.