-
Mathe 21
- 1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
- 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din.
- 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
- 4 Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
- 5 Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
- 6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc'hemennet dezho.
- 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag o vezañ lakaet o dilhad warno, e lakajont anezhañ da azezañ warno.
- 8 Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc'has brankoù gwez hag a c'holoas ganto an hent.
- 9 Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet!
- 10 Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ?
- 11 Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.
- 12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed.
- 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
- 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas.
- 15 Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.
- 16 Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet: Tennet ec'h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
- 17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.
- 18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en doe naon.
- 19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec'has.
- 20 An diskibien a welas kement-se hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal?
- 21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
- 22 Kement a c'houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc'h.
- 23 Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
- 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
- 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet anezhañ?
- 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
- 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
- 28 Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
- 29 Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas.
- 30 Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket.
- 31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
- 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.
- 33 Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
- 34 Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.
- 35 Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile hag a veinatas unan all.
- 36 Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho an hevelep tra.
- 37 Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab.
- 38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.
- 39 Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg hag en lazhjont.
- 40 Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se?
- 41 Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
- 42 Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
- 43 Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h ha roet d'ur vroad a roio ar frouezh anezhi.
- 44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr.
- 45 Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho
- 46 hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.