-
Mathe 20
- 1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
- 2 Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg.
- 3 Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.
- 4 Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
- 5 Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra.
- 6 O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
- 7 Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
- 8 Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
- 9 Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.
- 10 Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
- 11 Ouzh e gemer, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh,
- 12 o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
- 13 Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
- 14 Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
- 15 Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
- 16 Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
- 17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent:
- 18 Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv
- 19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
- 20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
- 21 Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
- 22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
- 23 Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
- 24 An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
- 25 Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
- 26 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
- 27 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
- 28 Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
- 29 Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
- 30 Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
- 31 Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
- 32 Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
- 33 Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
- 34 O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec'h heuilhjont anezhañ.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.