-
Hebreed 3
- 1 Rak-se, breudeur santel o deus lod er c'halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,
- 2 a zo bet feal d'an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh.
- 3 Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma'z eo brasoc'h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan.
- 4 Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue.
- 5 Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d'ar pezh a dlee bezañ lavaret,
- 6 met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
- 7 Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,
- 8 na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec'h distro,
- 9 e-lec'h ho tadoù a demptas ac'hanon, a amprouas ac'hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz.
- 10 Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c'halon en em ziank bepred ha n'o deus ket anavezet va hentoù.
- 11 Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket em diskuizh.
- 12 Breudeur, diwallit n'en defe unan bennak ac'hanoc'h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d'an Doue bev.
- 13 Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n'en em galedfe unan bennak ac'hanoc'h dre dromplerezh ar pec'hed.
- 14 Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
- 15 e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh.
- 16 Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez?
- 17 Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec'has hag a gouezhas o c'horfoù el lec'h distro?
- 18 Ha da biv e touas n'antrejent ket en e ziskuizh, nemet d'ar re a oa disent?
- 19 Evel-se e welomp penaos ne c'helljont ket antreal abalamour d'o diskredoni.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.