-
Hebreed 12
- 1 Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lañs a zo digoret deomp,
- 2 o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
- 3 Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoù da zinerzhañ.
- 4 N'hoc'h eus ket c'hoazh stourmet betek ar gwad oc'h enebiñ ouzh ar pec'hed,
- 5 hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,
- 6 rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.
- 7 Mar gouzañvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad?
- 8 Met mar d-oc'h hep bezañ kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennañ, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien.
- 9 A-hend-all hon tadoù hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?
- 10 Rak hon tadoù hor c'hastize evit nebeud devezhioù, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh.
- 11 Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet.
- 12 Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,
- 13 ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet.
- 14 Klaskit ar peoc'h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,
- 15 o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
- 16 ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.
- 17 Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù.
- 18 N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,
- 19 nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,
- 20 rak ne c'hellent ket gouzañv ar gourc'hemenn-mañ: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe doullet gant un dared.
- 21 Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan.
- 22 C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
- 23 ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d'ar barfeted,
- 24 ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc'h eget hini Abel.
- 25 Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
- 26 a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.
- 27 Ar gerioù-mañ: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus.
- 28 Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,
- 29 rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.