-
Apokalipsi 7
- 1 Goude-se, e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o terc'hel ar pevar avel evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.
- 2 Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d'an douar ha d'ar mor
- 3 o lavarout: Na noazit ket d'an douar, na d'ar mor, na d'ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.
- 4 Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel:
- 5 A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell;
- 6 a veuriad Aser, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Neftali, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Manase, daouzek mil merket gant ar siell;
- 7 a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell;
- 8 a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell.
- 9 Goude -se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c'helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.
- 10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan.
- 11 An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue
- 12 o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c'hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d'hon Doue e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
- 13 Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet?
- 14 Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez' int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc'het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.
- 15 Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez,
- 16 n'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,
- 17 rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec'ho pep daeraouenn eus o daoulagad.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.