-
Apokalipsi 2
- 1 Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:
- 2 Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat.
- 3 Gouzañvet ec'h eus, bet ec'h eus pasianted, labouret ec'h eus evit va anv ha ne'c'h eus ket kollet kalon.
- 4 Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec'h eus da garantez gentañ.
- 5 Az pez soñj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz.
- 6 Koulskoude ec'h eus kement-mañ: kasaat a rez oberoù an Nikolaidi, a gasaan ivez.
- 7 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
- 8 Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d'ar vuhez:
- 9 Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.
- 10 Na'z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c'houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac'hanoc'h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
- 11 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. An hini a drec'ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
- 12 Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h:
- 13 Anavezout a ran da oberoù, e pelec'h e chomez, e-lec'h ma emañ tron Satan. Hag e talc'hez va anv ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioù ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan.
- 14 Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d'an idoloù ha ma kouezhjent er c'hadaliezh.
- 15 Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan.
- 16 Az pez eta keuz, anez e teuin prest da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
- 17 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
- 18 Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:
- 19 Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d'ar re gentañ.
- 20 Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c'hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d'an idoloù.
- 21 Roet em eus amzer dezhi evit m'he defe keuz eus he gadaliezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz.
- 22 Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù.
- 23 Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoù.
- 24 Met e lavaran deoc'h-c'hwi, d'ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n'en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec'h all ebet warnoc'h,
- 25 met da vihanañ, dalc'hit start ar pezh hoc'h eus betek ma teuin.
- 26 D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù.
- 27 Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad,
- 28 hag e roin dezhañ steredenn ar mintin.
- 29 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.