-
Yann 4
- 1 Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann,
- 2 koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,
- 3 e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas e Galilea.
- 4 Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria.
- 5 Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d'e vab Jozef.
- 6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.
- 7 Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.
- 8 E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued.
- 9 Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.
- 10 Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
- 11 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour a vuhez-se?
- 12 Ha brasoc'h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?
- 13 Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed adarre,
- 14 met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken mui sec'hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
- 15 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
- 16 Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ.
- 17 Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet,
- 18 rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se.
- 19 Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed.
- 20 Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.
- 21 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon, an eur a zeu ma n'azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
- 22 C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
- 23 Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.
- 24 Doue a zo Spered, hag ret eo d'ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.
- 25 Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
- 26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit.
- 27 War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe: perak e komzez ganti?
- 28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d'an dud:
- 29 Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C'hrist?
- 30 Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d'e gavout.
- 31 Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.
- 32 Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
- 33 An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
- 34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset ha peurober e oberenn.
- 35 Ha ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
- 36 An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
- 37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder.
- 38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c'hwi a zo aet en o labour.
- 39 Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
- 40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno.
- 41 Hag un niver kalz brasoc'h a gredas abalamour d'e gomz.
- 42 Lavarout a rejont d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist.
- 43 Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac'hano evit mont e Galilea,
- 44 rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro e-unan.
- 45 Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
- 46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec'h m'en doa troet an dour e gwin. Bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
- 47 O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
- 48 Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.
- 49 An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel.
- 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit.
- 51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev.
- 52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ.
- 53 An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di.
- 54 Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.
