-
Rom 1
- 1 Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue
- 2 prometet dija gantañ dre e brofeded er Skriturioù santel,
- 3 hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c'hig,
- 4 disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,
- 5 hon eus resevet drezañ ar c'hras hag an abostolerezh evit degas d'ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
- 6 a-douez a re-se ez oc'h ivez, c'hwi a zo bet galvet gant Jezuz-Krist,
- 7 d'an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
- 8 Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc'h holl, abalamour ma'z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.
- 9 Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac'hanoc'h hep ehan,
- 10 o c'houlenn dalc'hmat em fedennoù gallout, mar d-eo e volontez, dont a-benn da gaout un tu mat da vont d'ho kavout.
- 11 Rak c'hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc'h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet,
- 12 da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc'h kenkoulz ha din-me.
- 13 Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec'h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d'ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ.
- 14 En em dleout a ran d'ar C'hresianed kenkoulz ha d'ar Varbared, d'ar re ouiziek kenkoulz ha d'ar re ziouiziek.
- 15 Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc'h-c'hwi ivez, ar re a zo e Rom.
- 16 Rak ne'm eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.
- 17 Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma'z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.
- 18 Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc'h ar wirionez en direizhder,
- 19 rak ar pezh a c'heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho.
- 20 E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c'halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n'o deus digarez ebet,
- 21 rak, goude bezañ anavezet Doue, n'o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n'o deus ket e drugarekaet, met deuet int d'en em goll en o arguzennoù hag o c'halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.
- 22 Oc'h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot
- 23 ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej.
- 24 Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc'hoantoù o c'halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c'horfoù o-unan,
- 25 int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c'hrouadur e-lec'h ar C'hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen.
- 26 Setu perak Doue en deus o laosket da c'hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c'hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur.
- 27 En hevelep doare ivez, ar wazed, o tilezel an darempred naturel gant ar wreg, a zo bet entanet en o c'hoantidigezh an eil evit egile, oc'h ober gwaz gant gwaz loustonioù mezhus hag o resev enno o-unan ar gopr a oa dleet d'o gwallgundu.
- 28 Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
- 29 Bez' ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,
- 30 flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud,
- 31 diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,
- 32 ha, daoust ma'c'h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n'int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec'h asantont d'ar re o gra.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.