-
Mark 4
- 1 Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
- 2 Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:
- 3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ
- 4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
- 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
- 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
- 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
- 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
- 9 Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
- 10 Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
- 11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
- 12 evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
- 13 Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù?
- 14 An hader a had ar ger.
- 15 Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù.
- 16 En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
- 17 met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.
- 18 Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger,
- 19 met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c'hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.
- 20 Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
- 21 Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor?
- 22 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel.
- 23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
- 24 Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou.
- 25 Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
- 26 Hag e lavaras: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar,
- 27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
- 28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
- 29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ dre ma'z eo prest an eost.
- 30 Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
- 31 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.
- 32 Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
- 33 Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
- 34 Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
- 35 En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all.
- 36 Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
- 37 Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
- 38 Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll?
- 39 O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioù hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.
- 40 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
- 41 Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d'egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.