-
Lukas 13
- 1 En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
- 2 Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?
- 3 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
- 4 Pe krediñ a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?
- 5 Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
- 6 Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket.
- 7 Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar?
- 8 Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.
- 9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc'hi anezhi goude.
- 10 Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoù d'an deiz sabad.
- 11 Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.
- 12 Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved.
- 13 Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.
- 14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha nann d'an deiz sabad.
- 15 Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d'an dour?
- 16 Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz?
- 17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
- 18 Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi?
- 19 Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
- 20 Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?
- 21 Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
- 22 Mont a rae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem.
- 23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:
- 24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.
- 25 Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h.
- 26 Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù.
- 27 Eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder.
- 28 Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.
- 29 Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.
- 30 Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.
- 31 En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.
- 32 Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.
- 33 Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.
- 34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
- 35 Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, met e gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.