-
Jakob 3
- 1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h.
- 2 Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
- 3 Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c'hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c'horf a-bezh.
- 4 Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier.
- 5 Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiñ ur goadeg bras.
- 6 An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c'horf a-bezh hag oc'h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
- 7 Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,
- 8 met den ebet ne c'hell doñvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiñ, leun eo a vinim marvel.
- 9 Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue.
- 10 Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
- 11 Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c'hwerv?
- 12 Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiñ dour sall ha dour dous.
- 13 Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.
- 14 Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.
- 15 Hounnezh n'eo ket ar furnez a zeu eus an nec'h, met douarel eo, kigel, diaoulek.
- 16 Rak e-lec'h ma'z emañ ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt.
- 17 Ar furnez eus an nec'h a zo da gentañ glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
- 18 Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc'h evit ar re en em ro d'ar peoc'h.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.