-
2 Korintiz 9
- 1 N'eo ket ret din skrivañ deoc'h diwar-benn ar servij e-keñver ar sent,
- 2 rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac'hanoc'h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma'z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ.
- 3 Kaset em eus ar vreudeur evit na vo ket hor gloar ac'hanoc'h en aner e-keñver-se hag evit ma viot prest evel ma em eus lavaret,
- 4 gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec'h ket kavet prest ha na drofe kement-se d'hor mezh, evit tremen hep lavarout d'hoc'h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi.
- 5 Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d'ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez.
- 6 A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez.
- 7 Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.
- 8 Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat,
- 9 hervez ma'z eo skrivet: Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a chom da virviken.
- 10 Hogen an hini a ro an had d'an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc'h hag a gresko deoc'h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder
- 11 evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c'hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac'hanomp da rentañ trugarekadennoù da Zoue.
- 12 Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c'hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini.
- 13 Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc'h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c'heñver hag e-keñver an holl.
- 14 Pediñ a reont evidoc'h, o karout ac'hanoc'h kalz abalamour d'ar c'hras c'hwek en deus graet Doue deoc'h.
- 15 Ra vo rentet trugarekadennoù da Zoue evit e zonezon dilavarus!
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.