-
1 Tesalonikiz 3
- 1 Dre-se, o vezañ ma ne c'hellemp ket gortoz pelloc'h, karet hon eus muioc'h chom hon-unan en Aten,
- 2 hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c'henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc'h aliañ diwar-benn ho feiz,
- 3 evit na vo den brañsellet er glac'haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc'h-unan ez omp tonket evit kement-se.
- 4 Pa oamp ganeoc'h, hon eus lavaret deoc'h en a-raok hor bije da c'houzañv poanioù, evel ma'z eo c'hoarvezet hag evel ma ouzoc'h.
- 5 O vezañ ne c'hellen ket gortoz pelloc'h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n'en dije an tempter touellet ac'hanoc'h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.
- 6 Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d'hor c'havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac'hanomp, o c'hoantaat hor gwelout evel ma c'hoantaomp hon-unan ho kwelout.
- 7 Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c'hlac'haroù hag ankenioù.
- 8 Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou.
- 9 Pebezh trugarez na c'hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc'h!
- 10 Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c'hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d'ho feiz.
- 11 Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c'hammedoù war-zu ennoc'h,
- 12 ha ra lakaio ac'hanoc'h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,
- 13 ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.