-
1 Korintiz 14
- 1 Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh.
- 2 Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered.
- 3 An hini a brofed a gomz ouzh an dud evit o c'henteliañ, o atizañ, o frealziñ.
- 4 An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz.
- 5 Me a garfe eta e komzfec'h holl e yezhoù, met dreist-holl e profedfec'h. An hini a brofed a zo brasoc'h eget an hini a gomz e yezhoù, nemet e jubennfe evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se.
- 6 Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoù, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh?
- 7 Ma ne zeu ket an traoù divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, da reiñ sonioù disheñvel, penaos ec'h anavezot ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn?
- 8 Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d'ar brezel?
- 9 Evel-se c'hwi ivez, mar distagit gant ho teod gerioù ha ne c'hell den o c'hompren, penaos e c'hello an dud gouzout ar pezh hoc'h eus da lavarout? Rak komz a reot en aer.
- 10 Pegement a c'herioù a zo er bed evit gwir, ha n' eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster.
- 11 Ma n'ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon.
- 12 Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho.
- 13 Dre-se an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniñ.
- 14 Rak mar pedan e yezh, va spered a bed met va skiant a zo difrouezh.
- 15 Petra eta a zo d'ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.
- 16 Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?
- 17 Gwir eo ez eo mat-kenañ da bedennoù a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet.
- 18 Trugarekaat a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc'h e yezhoù egedoc'h holl,
- 19 met gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh.
- 20 Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c'hraet.
- 21 Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d'ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou.
- 22 Dre-se ar yezhoù a zo ur sin, nann evit ar gredourien, met evit ar re ziskredik. Ar brofediezh avat a zo ur sin, nann evit ar re ziskredik, met evit ar gredourien.
- 23 Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant?
- 24 Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl,
- 25 hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
- 26 Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.
- 27 Mar komz lod e yezh, ra ne vo nemet daou pe dri d'ar muiañ ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniñ.
- 28 Ma n'eus den evit reiñ ar jubennadur, ra en em davo ar re-mañ en Iliz ha ra gomzo outo o-unan hag ouzh Doue.
- 29 Ra ne vo nemet daou pe dri brofed o komz, ha ra varno ar re all.
- 30 Ha mar en deus unan all eus ar re a zo eno un diskuliadur, ra davo an hini kentañ.
- 31 Rak holl e c'hellit profediñ an eil goude egile, da zeskiñ an holl ha da atizañ an holl.
- 32 Speredoù ar brofeded a zo sujet d'ar brofeded,
- 33 rak Doue n'emañ ket un Doue a vesk met a beoc'h, evel en holl Ilizoù ar sent.
- 34 Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n'eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn.
- 35 Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o ezhec'h er gêr, rak mezhus eo d'ar gwragez komz en Iliz.
- 36 Ha bez' eo ac'hanoc'h-c'hwi eo deuet ger Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan?
- 37 Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc'h.
- 38 Met mar tremen unan bennak hep e anavezout, ra dremeno.
- 39 Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù.
- 40 Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.