-
1 Timote 6
- 1 Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.
- 2 Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
- 3 Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
- 4 c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,
- 5 an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se.
- 6 Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc'h,
- 7 rak n'hon eus degaset netra er bed hag eo sklaer na c'hellimp kas netra anezhañ.
- 8 Gant ma c'hellimp kaout ar boued hag an dilhad, e vo a-walc'h deomp.
- 9 Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.
- 10 Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.
- 11 Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
- 12 Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.
- 13 Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
- 14 da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,
- 15 a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,
- 16 an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.
- 17 Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
- 18 ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,
- 19 ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.
- 20 O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,
- 21 hiniennoù o vezañ hec'h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c'hras ra vo ganit! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.