-
1 Pêr 5
- 1 Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
- 2 Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c'hrad vat,
- 3 nann evel pa vijec'h mestr war ar re a zo fiziet ennoc'h met o vezañ skouer vat an tropell.
- 4 Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc'h ar gurunenn divreinus a c'hloar.
- 5 En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d'egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.
- 6 En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac'hanoc'h pa vo an amzer,
- 7 oc'h en em divec'hiañ warnañ eus hoc'h holl nec'hamantoù, rak e teu d'ho prederiañ.
- 8 Bezit poellek, beilhit, rak hoc'h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c'hello lonkañ.
- 9 Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c'houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c'houzañv an hevelep poanioù.
- 10 Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d'e c'hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
- 11 Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
- 12 Berr a-walc'h em eus skrivet deoc'h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac'hanoc'h hag asurañ ac'hanoc'h penaos eo hounnezh gwir c'hras Doue, an hini e chomit start enni.
- 13 Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac'hanoc'h, ha Mark va mab ivez.
- 14 Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc'h ganeoc'h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.